Bro Gozh ma Zadoù – Hymne National Breton

Le Bro Gozh ma Zadoù interprété par la Chorale Breizh a gan
(Sur cette vidéo, les paroles défilent ; idéal pour l’apprentissage)

Télécharger et imprimer les paroles du Bro Gozh ma Zadoù

Ni, Breizhiz a galon, karomp hor gwir vro!
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
Dispont ‘kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,
A skuilhas eviti o gwad.

Refrain
O Breizh, ma bro, me ‘gar ma bro.
Tra ma vo mor ‘vel mur ‘n he zro,
Ra vezo digabestr ma bro!

Breizh, douar ar sent kozh, douar ar varzhed,
N’eus bro all a garan kement ‘barzh ar bed.
Pep menez, pep traoñienn d’am c’halon zo ker,
Eno ‘kousk meur a Vreizhad taer!

Refrain

Ar Vretoned ‘zo tud kalet ha kreñv.
N’eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv.
Gwerz trist, son dudius a ziwan enno.
O! pegen kaer ez out, ma bro!

Refrain

Mard eo bet trec’het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh,
He c’halon virvidik a lamm c’hoazh ‘n he c’hreiz.
Dihunet out bremañ, ma Breizh!

Plus d’info sur le site Bro Gozh Ma Zadoù